Kêrioù ha tiez / Des villes et des maisons // Les correspondants

samedi 10 mai 2014, par ecole eric tabarly

E-pad ar veaj e Roazhon omp bet betek La Criée hag a zo ur greizenn war an arzoù a-vremañ. Displeget eo bet deomp an diskouezadeg anvet « Les horizons » gant Amandine. Gwelet hon eus ur vaketenn eus un ti divent a zo he anv « Le cèdre bleu ». Evel ur varrenn chokolad e oa ! Diouzh ar pezh zo bet lavaret deomp e c’helle 1000 den bezañ o chom ennañ ! An hanter anezhañ a zo bet distrujet bremañ. Graet hon eus anaoudegezh gant Le Corbusier ivez hag e « Cité Radieuse » eus Marseille. Ar pezh en deus souezhet ac’hanomp ar muiañ marteze eo ar vaketenn bet savet gant Larissa Fassler. Pell amzer he deus labouret evit krouiñ maketenn arsav metro Berlin. Un dra iskis a zo : graet he deus diabarzh an arsav-se evel ma vefe gwir met ni ne c’hellomp ket gwelet anezhañ rak re vihan eo !
Displeget eo bet deomp ivez penaos e chell an arzourien c’hoari gant ar vruderezh. Da skouer Julien Berthier gant « A lost ».
Plijus-kenañ eo bet an abadenn-se. Ha trugarez-vras da Amandine he deus gouezet displegañ deomp un nebeud eus an oberennoù kinniget.

Kenavo ar c’hentañ !!!

Notre classe de découverte à Rennes nous a conduit jusqu’à La Criée. Dans ce centre d’art contemporain, nous avons pu observé et essayé de comprendre quelques œuvres de l’exposition « Les horizons ». Amandine nous a présenté la maquette d’un immeuble immense « Le cèdre bleu » pouvant loger 1000 personnes ! Elle nous a fait penser à une barre de chocolat ! La moitié de cette construction a maintenant été détruite. Nous avons aussi fait la connaissance de Le Corbusier et de sa « Cité Radieuse » à Marseille. Ce qui nous a surpris le plus peut-être, c’est le travail de Larissa Fassler qui a réalisé la maquette d’une station de métro de Berlin. Elle a même travaillé à l’intérieur de la maquette, mais ça on ne peut pas le voir !
Amandine nous a aussi expliqué comment certains artistes tel que Julien Berthier pouvait détourner la publicité : « A lost ». On a adoré ce moment et encore un grand merci à Amandine qui a su nous expliquer les œuvres exposées.

Kenavo et à bientôt !

 

DSC_0334 - Copie DSC_0349 DSC_0344CSC_0361

Laisser un commentaire